Barregezhioù ho kopridi

Talvoudekaat barregezhioù ho kopridi

Kinnigit d’ho kopridi a gomz brezhoneg lakaat war wel o barregezh e brezhoneg.

N’eo ket splann gouzout piv a gomz brezhoneg e-touez ur skipailh. Kelaouit ho pratikoù eo posupl dezho komz brezhoneg en ho stal a-drugarez da vitrakoù aes da lakaat e plas.

  • Kinnigit d’ho kopridi a gomz brezhoneg dougañ un arouez pe lakaat un arouez war o burev. Skoueroù liesseurt e kinnigomp deoc’h amañ-dindan.
  • Pegit ur pegsun “komzet ‘vez brezhoneg amañ” war dor ho stal. Profañ a reomp anezho deoc’h.

 

Distreiñ war ar bajenn ostilhoù hollek ←

v PELLGARGIT HOR BADJOÙ SKOUER

Kavit amañ-dindan ur plankenn badjoù hirgarrez* “Komz a ran brezhoneg”. Chom a ra deoc’h nemet moullañ, troc’hañ ha lakaat anezho dindan un douger-badj.

 

*ment ar badj hirgarrez : 9*5,5 cm

PELLGARGAÑ AR PLANKENN BADJOÙ

v URZHIIT BADJOÙ DEOMP

Kinnig a reomp deoc’h badjoù ront da brenañ war hor boutik kevredigezhel.

Kit e darempred ganeomp evit badjoù personelet gant liv pe logo ho stal.

badj badge je parle breton - brezhoneg a gomzan

v GOULENNIT EVIT UR SPILHENNIG

A-wechoù e blij kentoc’h d’an dud kaout un arouez bihanoc’h evit ur badj.

spilhennig OPAB

spihennig : an arouez kinniget gant OPAB

Abalamour da se eo bet krouet e 2007 ur spilhenn da lakaat war gouzougenn chupenn ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed. Anvet eo “ar spilhennig”.

Kit e darempred gant Ofis Publik ar Brezhoneg evit kaout ur spilhennig.

v URZHIIT UR PEGSUN "AMAÑ 'VEZ KOMZET BREZHONEG"

Urzhiit ur pegsun da begañ war ho rakstal evit kelaouiñ ho pratikoù hag eo posupl dezho komz brezhoneg en ho stal. Kaset e vo deoc’h evit netra.

pegsun stal.bzh autocollants brezhoneg em stal

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Kit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.