Alioù, fichennoù talvoudus, ostilhoù da bellgargañ evit netra… Kavout a reoc’h amañ an ostilhoù krouet ganeomp evit an embregerezhioù hag o deus ar c’hoant da reiñ plas d’ar brezhoneg en oc’h obererezh.
Alioù, fichennoù talvoudus, ostilhoù da bellgargañ evit netra… Kavout a reoc’h amañ an ostilhoù krouet ganeomp evit an embregerezhioù hag o deus ar c’hoant da reiñ plas d’ar brezhoneg en oc’h obererezh.
Kinnig a reomp dafar evit ar gouelioù :
Un ostilh evit ar brezhoneg eo “Mignoned ar brezhoneg”. Brudañ ha diorren ar yezh, en ur vont davet oberourien ar gevredigezh Vreizhek eo he fal. Kinnig pourchasoù a bep seurt a vez graet ganti, evit sikour an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù dreist-holl, d’ober gant ar yezh.
Ouzhpenn kinnig ar servijoù-se eo pal “Mignoned ar brezhoneg” aozañ darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg, evit an holl, a live Breizh a-bezh. Kelaouiñ an dud, tost ouzh ar brezhoneg pe pelloc’h diouti, a vez graet dre an oberennoù-se, evit reiñ lañs da adperc’hennidigezh ar yezh.
· Skeudenn merk – Produioù barver 2017, Den’ystor © MAB
· Brezhoneg Prim – Tañva d’ar yezh e Emvod ar Gelted 2019, FIL © MAB
· Gouel – Gouel Broadel ar Brezhoneg 2019, GBB © Lionel Le Guen
· Troidigezh – Skritell “Pourvezer tredan”, Enercoop Bretagne © MAB
· Troidigezh – Intergalactique 2016, Canal Ti Zef © Florian LANNUZEL
· Troidigezh – Lec’hienn internet 2020, Distillerie des Menhirs © MAB
· Video – Bruderezh Stal.bzh 2019, MAB © Valiseo