Skoazell ingal bep miz : urzh lemel SEPA (paper)
Ma faot’ deoc’h hor harpañ dre an doare-mañ eo dav deoc’h pellgargañ ar furmskrid PDF (urzh lemel SEPA), e leuniañ gant un DAB hag e gas d’ar gevredigezh d’ar chomlec’h-postel-mañ :
darempred[@]mignoned.bzh
pe d’ar chomlec’h-post-mañ :
Mignoned ar brezhoneg
Ti ar Vro Bro Gwened
3 Rue de la Loi / Straed al Lezenn
56000 Gwened / Vannes
• Tud prevez
Dre lezenn an 18 a viz Genver 2005 ez eus tu da lakaat ho tailhoù da zigreskiñ eus 66 % eus an profoù reit da bep aozadur a laz hollek betek 20 % eus e gorvoder rik telladus evit pep donezoner.
Pa ran ur donezon eus 100 € dre v-Mignoned ar brezhoneg, ne vo paeet ganin nemet 34 €.
Ma c’hellan ober ur prof hollek eus 100 €, e c’hellin ober un donezon eus 290€. Resevet ‘vo 290 € gant ar gevredigezh hag e c’hellin diskontiñ eus ma zailhoù 66 % eus ma donezon, da lâret eo 190 €. N’em bo paeet nemet 100 € ‘benn ar fin.
• Embregerezhioù :
Droad o deus ivez an embregerezhioù diskontiñ 60 % eus an donezonoù eus o zelloù war an embregerezhioù pe telloù war ar c’horvoder (hervez o statud) betek 0,5% eus ar c’hengreadur.