Harpañ

Gell a rit sikour hor raktres gant daou zaore disheñvel:

• Donezonoù a-wezhiadoù dre b-Paypal



• Skoazell ingal bep miz dre ur c’hef evit difenn ar brezhoneg

Displegadenn amañ dindan

Ur skoazell ingal bep miz (diskontet eus ho tailhoù) dre Font evit ar stummadur war an ober difeuls a-benn difenn ar brezhoneg

Meret eo ar font-mañ gant ar gevredigezh NON-VIOLENCE XXI a zastum donezonoù ha legadoù abaoe 2001 gant ar pal arc’hantaouiñ raktresoù difeuls ha brudañ sevenadur ar nann-feulster hag an ober difeuls en XXI vet kantved.

Anavezet a laz hollek eo NON-VIOLENCE XXI hag engwiriet eo kas kuitañsoù kemedel evit an dud prevez hag an embregerezhioù.

Ma faot’ deoc’h hor sikour dre an doare-mañ, eo dav deoc’h pellgargañ ar furmskrid PDF (urzh lemel SEPA), e leuniañ gant un DAB hag e gas d’ar gevredigezh d’ar chomlec’h-post-mañ :

MIGNONED AR BREZHONEG, 3 rue de la Loi / straed al Lezenn,

  56000 VANNES / GWENED

An digresk war an tailhoù dre NON-VIOLENCE XXI FONT EVIT AR STUMMADUR WAR AN OBER DIFEULS A-BENN DIFENN AR BREZHONEG” :

– tud prevez :

Dre lezenn an 18 a viz Genver 2005 ez eus tu da lakaat ho taillhoù da zigreskiñ eus 66% eus an profoù reit da bep aozadur a laz hollek betek 20% eus e gorvoder rik telladus evit pep donezoner.

Pa ran ur donezon eus 100€ dre NON-VIOLENCE XXI,
ne vo paeet ganin nemet 34€.

Ma c’hellan ober ur prof hollek eus 100€, e c’hellin ober un donezon eus 290€. Resevet ‘vo 290€ gant ar gevredigezh hag e c’hellin diskontiñ eus ma zailhoù 66% eus ma donezon, da lâret eo 190€. N’em bo paeet nemet 100 € ‘benn ar fin.

– embregerezhioù  :

Droad o deus IVEZ an embregerezhioù diskontiñ 60 % eus an donezonoù eus o zelloù war an embregerezhioù pe telloù war ar c’horvoder (hervez o statud) betek 0,5% eus ar c’hengreadur.