An Taol-Lañs 2017

An Taol-Lañs a zo al leurenn lañs nemeti gouestlet d’ar sonerezhioù a vremañ e brezhoneg. Pal An Taol-Lañs a zo strollañ an nerzhioù krouiñ ha reiñ kalon d’an arzourien yaouank pignat war al leurenn. An Taol-Lañs a zo brudet mat bremañ e bed ar brezhoneg, ‘giz un darvoud a-bouez. Kement all a ro tro neuze d’an arzourien kinnig o arvest dirak ur publik stur (tud yaouank en o mesk, brezhonegerien alies, a gêr pe diwar maez…). Aozet e vo an abadenn d’ar Gwener 19 a viz Mae diouzh an noz e Langoned (56, Kreiz Breizh) adalek 7e noz. Klozet e vo an nozvezh gant ur sonadeg vras gant ar Ramoneurs de Menhirs (priz digor).

Darvoud aozet gant Mignoned ar brezhoneg
da-geñver Gouel broadel ar brezhoneg