≡ rouedad

Mignoned ar brezhoneg a bed ac’hanoc’h da Gouel broadel ar brezhoneg d’an 19 ha d’an 20 a viz Mae 2017 e Langoned (Kreiz-Breizh) e lec’h ma vo lidet distro An Taol-Lañs! Mirit ho teiziad!

Pal Mignoned ar brezhoneg

“Mignoned ar brezhoneg”, kevredigezh lezenn 1901 savet d’ar 25 a viz Eost 2013, zo he fal « brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ha souten kreñv stourmerien pe gevredigezhioù all o stourm evit ar palioù-se ».

Ur benveg evit ar brezhoneg

“Mignoned ar brezhoneg” en deus ar pal dont da vout ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.